Tizhout ho restroù en ur implijout an etrefas Web Nextcloud
Posupl eo deoc'h tizhout ho restroù Nextcloud gant an etrefas Web Nextcloud ha krouiñ, rakwelout, embann, lemel, rannañ hag adrannañ restroù. Ho merour Nextcloud en deus an dibab da zivarrekañ ar perzhioù-se, neuze ma vank unan en ho sistem, goulennit d'ar merour.
Klavañ restroù
Gallout a rit reiñ klavioù da restroù. Evit krouiñ klavioù, digorit ar restr e-barzh gwelet Munudoù. Lakait ho klav. Evit lakaat meur a glav, klikit war an douchenn distro goude bezañ bet krouet pep klav. Pep klav a zo ur c'hlav sistem, ha rannet int gant pep implijer er servijour Nextcloud.
Then use the Tags filter on the left sidebar to filter files by tags:
Lenner video
Posupl eo deoc'h lenn videoioù war Nextcloud gant ar meziant lenner video en ur glikañ war ar restr. Lenn videoioù war-eeun gant al lenner Nextcloud orin a cheñch hervez ar furcher web ha stumm ar video. M'en deus aotreet ho merour Nextcloud al lenn video war-eeun, ha ne dro ket war ho furcher Web, gallout a ra bezañ ur gudenn furcher. sellit ouzh https://developer.mozilla.org/en-US/docs/Web/HTML/Supported_media_formats#Browser_compatibility evit ar stummoù media douget er furcher Web.
Kontroloù restr
Nextcloud a c'hell reiñ rakskeudennoù ivin evit skeudennoù, MP3 ha restroù testenn, m'az eo aotreet gant ar merour. Lakait ho logodenn a-us d'ur restr pe teuliad evit gwelout ar c'hontroloù evit an oberiantizoù-mañ :
- Karetañ
Click the star to the left of the file icon to mark it as a favorite:
You can also quickly find all of your favorites with the Favorites filter on the left sidebar.
- Roll dic'hlannañ
The Overflow menu (three dots) displays file details, and allows you to rename, download, or delete files:
The Details view shows Activities, Sharing, and Versions information:
Ar skeudennig rod dantek Arventennoù en diaz a-gleiz a aotre ac'hanoc'h da ziskouez pe da skoachañ restroù en hoc'h etrefas Nextcloud. Anvet int ivez dotfiles, abalamour ez int rakgeriet gant ur pik, da skouer ".mailfile". Ar pik a lâr d'ho sistem oberiantiz da skoachañ ar restroù en ho furcher restroù, nemet m'ho peus c'hoant e vefent gwelet. Peurvuiañ ez int restroù arventennoù/stummoù, neuze ar fed e c'hellont bezañ skoachet a vihana al luziañ.
Rakwelout restroù
Posupl eo deoc'h gwelout restroù testenn diwasket, restroù OpenDocument, videoioù, ha restroù skeudennoù er gweler diabarzh Nextcloud en ur glikañ war an anv restr. Stumm restroù all a zo posupl gwelout marteze m'en deus ho merour Nextcloud aotreet anezho. Ma ne c'hell ket Nextcloud rakwelout ur restr, kregiñ a ra da bellgargañ ar restr d'hoc'h urzhiataer.
Krouiñ pe pellkas restroù pe teuliadoù
Upload or create new files or folders directly in a Nextcloud folder by clicking on the New button in the Files app:
Ar bouton *Nevez*a ro an dibaboù-mañ:
- Bir a-us
Pellkasit restroù eus ho urzhiataer e-barzh Nextcloud. Gallout a rit ivez pellkas restroù en ur ruzañ ha leuskel anezho er merour restr.
- Restr testenn
Krouit ur restr testenn nevez hag ouzhpennit ar restr en teuliad lec'h m'emaoc'h.
- Teuliad
Krouiñ a ra un teuliad nevez en teuliad lec'h m'emaoc'h.
Dibab restroù pe teuliadoù
Posupl eo deoc'h choaz ur restr pe teuliad pe meur a hini en ur glikañ war ar boestoù-gwiriañ. Evit choaz pep restr en teuliad lec'h m'emaoc'h, klikit war ar voest-wiriañ e penn uhelañ ar roll restroù.
Pa choazit meur a restr, posupl eo deoc'h lemel pep hini, pe pellgargañ anezho evel ur restr ZIP en ur implijout ar bouton "Lemel" pe "Pellgargañ" a zeu war wel er penn uhelañ.
Note
Ma ne vez ket gwelet ar bouton "Pellgargañ, n'en deus ket aotreet ar merour ar perzh-mañ.
Silañ ar restroù gwelet
Ar varenn-gostez a-gleiz war ar bajenn Restroù he deus meur a sil evit renkañ ha merañ ar restroù.
- Pep restr
Ar gwel dre ziouer : diskouezet e vez pep restr a c'hellit tizhout.
- Karetañ
Restroù pe teuliadoù merket gant ar steredenn velenn.
- Rannet ganeoc'h
Diskouez a ra pep restr rannet ganeoc'h gant un implijer pe ur strollad all.
- Rannet gant tud all
Diskouezet e vez pep restr ho peus rannet gant un implijer pe strollad all.
- Rannet dre liamm
Diskouezet e vez pep restr ha zo rannet ganeoc'h dre ul liamm publik.
- Lec'h renkañ diavaez (diret)
Files that you have access to on external storage devices and services such as Amazon S3, SMB/CIFS, FTP…
Diblasañ restroù
Posupl eo deoc'h diblasañ restroù ha teuliadoù en ur ruzañ ha leuskel anezho e n'eus forzh peseurt teuliad.
Displegañ
Use the Details view to add and read comments on any file or folder. Comments are visible to everyone who has access to the file: