Raktresoù
Deprecated since version 25: This feature was replaced by the shipped related resources app.
An implijourien a c'hell kenstagañ restroù, chatoù ha traoù all etreze e raktresoù. Ar meziantoù a ziskouezo an traoù-mañ en ur roll, aotreañ an implijourien da vont dezho diouzhtu. Ar raktresoù a c'hell implijout pep tra e Nextcloud. Pa rann un implijour ur rest hag a vez kavet en ur raktres, ar resever a c'hell gwelet ar raktres ivez. Ur c'hlik war pep tra er raktres a gas d'ar raktres, hag e vefe ur chat, ur restr pe un oberenn.
Krouiñ ur raktres nevez
Ur raktres nevez a zo posupl krouiñ en ul liammañ daou dra asambles. Krogit en ur zigeriñ ar varenn gostez rannañ ur restr pe un teuliad.

Pouezit war Ouzhpennañ ur raktres ha choazit peseurt stumm tra ho peus c'hoant da liammañ gant ar restr/an teuliad. Ur choazer a vo digoret evit choaz un diviz Talk da skouer.

Ur wech choazet an dra e vez krouet ur raktres nevez ha lakaet e roll ar varenn gostez rannañ. Ar memes raktres a vo gwelet er varenn gostez an traoù liammet.

Ar roll digeriñ a ziskouez liammoù d'un niver bihan a draoù. En ur zigeriñ ar roll arroud, posupl eo adenvel ar raktres ha gwelet tout ar roll traoù.
Ouzhpennañ muioc'h a draoù en ur raktres
Ma 'zeo ret ouzhpennañ un dra en ur raktres eo posupl hen ober en ur glask an anv raktres e Ouzhpennañ d'ar raktres.

Gwel ar raktresoù
Ne cheñch ket ur raktres an tizhout pe gwel an traoù. An implijourien a wel raktresoù an implijourien all ma c'hellont tizhout pep tra er raktres.